Mont d’an endalc’had

Pajenn:Aviel hon Aotrou Jesus-Christ hervez Sant Vaze.djvu/48

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
38
sant vaze, XIII.

respontaz hag a lavaraz d’an hini hen doa komzet outhan : Piou eo va mam, ha piou eo va breudeur ? (49) Hag, oc’h astenn he zorn var he ziskibien, e lavaraz : Setu aman va mam ha va breudeur. (50) Rag piou-benag a ra bolontez va Zad pehini a zo en envou, hennes eo va breur ha va c’hoar ha va mam.


CHABISTR XIII.


(1) An devez-ze, Jesus, o veza eat er meaz euz an ti, a azezaz e-tal ar môr. (2) Hag eur maread braz a dud en em zastumaz var he dro, en hevelep doare ma pignaz var eur vag, hag ec’h azezaz eno ; hag ar bobl a choumaz var an aod. (3) Hag hen a lavaraz dezhe kalz a draou dre barabolennou, o komz evel-hen : Eun hader a ieaz er meaz evit hada ;

(4) Hag evel ma hade, lod euz an had a gwezaz a-hed an hent ; hag al lapoused a zeuaz, hag a zebraz anezhan holl. (5) Lod all a gwezaz el lec’hiou meinec, e pelec’h n’hen doa nemeûr a zouar ; hag e savaz kerkent, dre ne oa ket doun en douar ; (6) mes, pa zavaz an heol, e oe devet ; ha dre n’hen doa ket a c’hrizien, e sec’haz. (7) Lod all a gwezaz e-touez ar spern ; hag ar spern a greskaz hag a vougaz anezhan. (8) Ha lod all a gwezaz en douar mâd, hag a roaz frouez ; darn o rapporti kant kemend all, darn tri-ugent, ha