(39) Mes hen a respontaz, hag a lavaraz dezhe : Eur raç fall hag avoultr a c’houlen eur miracl ; mes na vezo roet dezhi miracl e-bed nemed hini ar profet Jonas. (40) Rag evel ma oe Jonas tri devez ha teir nosvez e kov ar pesk braz, evel-se e vezo Mab an den tri devez ha teir nosvez e calon an douar. (41) Tud Niniv a zavo er varn a-enep ar generation-man, hag a gondaono anezhi, rag ar re-ze a zistroaz gant predication Jonas ; hag aman ez euz mui eged Jonas. (42) Rouanez ar c’hresteiz a zavo er varn, a-enep ar generation-man, hag a gondaono anezhi ; abalamour ma teuaz euz ar pen pella euz an douar evit klevet furnez Salomon ; hag aman ez euz mui eged Salomon.
(43) Pa vez eat ar spered impur er meaz euz a eun den, bale a ra dre lec’hiou sec’h, o klask repos, ha ne gav ket. (44) Neuze e lavar : Distrei a rin d’am zi, euz a belec’h ez oun deuet. Hag o veza distroet, e kav anezhan goullo, skubet ha kempennet. (45) Neuze ez a hag e kemer ganthan seiz spered all gwassoc’h egethan ; mond a reont en ti, hag e choumont eno ; ha stad diveza an den-ze a zo gwassoc’h eged ar c’henta. Evel-se eo e c’hoarvezo gant ar generation fall-man.
(46) Pa oa Jesus c’hoas o komz ouz ar bobl, he vam hag he vreudeur pere a oa er meaz, a glaske komz outhan. (47) Neuze unan-benag a lavaraz dezhan : Setu, da vam ha da vreudeur a zo ermeaz, o klask komz ouzid. (48) Mes hen a