Mont d’an endalc’had

Pajenn:Aviel hon Aotrou Jesus-Christ hervez Sant Vaze.djvu/46

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
36
sant vaze, XII.

a zo deuet beteg enoc’h. (29) Pe penaos ec’h hell unan-benag antren en ti eun den krenv, ha pillia he vadou, nemed da genta hen defe ereet an den krenv ? neuze e c’halfe pillia he di. (30) An nep n’eman ket ganen, a zo a-enep d’in, hag an nep na zastum ket assambles ganen, a sklabez.

(31) Abalamour da ze hen lavaran deoc’h, pep pec’hed ha pep gwall-gomz a vezo pardonet d’an dud ; mes ar gwall-gomz a-enep ar Spered na vezo ket pardonet dezhe. (32) Ha piou-benag hen devezo komzet a-enep Mab an den, e vezo pardonet dezhan ; mes piou-benag a gomzo a-enep ar Spered-Santel na vezo pardonet dezhan, nag er bed-man, nag er bed da zond. (33) Pe livirit eo mâd ar wezen, ha mâd he frouez ; pe livirit eo fall ar wezen, ha fall he frouez ; rag ar wezen a zo anavezet diouz he frouez.

(34) Raç, an aëred-viber ! penaos ec’h helfac’h-hu lavaret traou mâd, ha c’houi fall ? rag euz a leunder ar galon eo e komz ar genou. (35) An den mâd a denn traou mâd euz a denzor mâd he galon ; hag an den fall a denn traou fall euz a denzor fall he galon. (36) Hogen, hen lavaret a ran deoc’h, an dud a rento count en deiz ar varn euz a gement komz didalvez ho devezo lavaret ; (37) rag dre da gomzou e vezi justifiet, ha dre da gomzou e vezi condaonet.

(38) Neuze eur re-benag euz ar Scribed hag euz ar Farizianed a respontaz, en eur lavaret : Mestr, ni a garfe gwelet ac’hanoud oc’h ober eur miracl-benag.