Mont d’an endalc’had

Pajenn:Aviel hon Aotrou Jesus-Christ hervez Sant Vaze.djvu/45

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
35
sant vaze, XII.

(18) Setu va zervicher pehini em euz choazet, va muia-karet e pehini hen deuz va ene kemeret plijadur ; lakaad a rin va Spered varnezhan, hag ec’h annonso ar justis d’an nationou; (19) na stourmo ket, ha na grio ket, ha den na glevo he vouez er ruiou ; (20) na doro ket ar gorzen flastret, ha na vougo ket ar vouchen a zo c’hoas o tivogeda ken hen devezo lakeat ar justis da veza trec’h ; (21) hag an nationou a espero en he hanô.

(22) Neuze e oe digasset da Jesus eun den dall ha mûd, dalc’het gant eun drouk-spered, hag hen a iac’heaz anezhan, en hevelep doare ma komze ha ma vele an den a oa bet dall ha mûd. (23) An holl bobl a oe souezet braz, hag elavarent : Ha n’eo ket he-man mab David ? (24) Mes ar Farizianed, pa glevjont kement-se, a lavaraz : Heman na gas kuit an drouk-sperejou nemed dre Veelzebub, prins an drouk-sperejou.

(25) Mes Jesus, oc’h anaoud ho zonjezonou, a lavaraz dezhe : Pep rouantelez diviset a-enep dezhi he-unan a deuio da veza dezert ; ha pep kear pe di diviset a-enep dezhan he-unan, na joumo ket en he za. (26) Mar deu Satan da gas kuit Satan, beza eman diviset a-enep dezhan he-unan ; penaos eta e choumo he rouantelez en he za ? (27) Ha mar kassan kuit an drouk-sperejou dre Beelzebub, dre biou e kas ho pugale anezhe kuit ? Rag-se e vezint ho-unan ho parnerien. (28) Mes mar d’eo dre Spered Doue e kassan kuit an drouk-sperejou, neuze rouantelez Doue