c’hoas, n’hoc’h euz-hu ket lennet el lezen, penaos en deiziou ar sabbat, ar veleien a dor ar sabbat, en templ, hag a choum koulskoude divlam ? (6) Mes, hen lavaret a ran deoc,h, beza ez euz aman unan hag a zo brassoc’h eged an templ. (7) Ma ouefac’h petra a zinifi ar gomz-man : Mizericord a fell d’in, ha n’eo ket sacrifis, n’ho pije ket condaonet ar re n’int ket coupabl. (8) Rag Mab an den a zo mestr memeus var ar sabbat.
(9) O veza eat kuit ac’hane, e teuaz en ho zinagog. (10) Ha setu e oa eno eun den pehini hen doa eun dorn dizec’het ; hag e c’houlenjont diganthan, evit gallout hen tamal : Ha permetet eo iac’haad en deiziou ar sabbat ? (11) Hag hen a lavaraz dezhe : Pehini ac’hanoc’h-hu, hag hen deuz eun danvad, ha mar deu da gweza en eur poull en deiz ar sabbat, na grog ket enhan, ha n’her sav ket er meaz ? (12) Na pegement mui e talv eun den eged eun danvad ? Permetet eo eta ober vâd en deiziou ar sabbat. (13) Neuze e lavaraz d’an den: Astenn da zorn. Hag hen he astennaz, hag e teuaz iac’h evel egile. (14) Var gement-man ar Farizianed, o veza eat er meaz, en em guzuliaz evit gouzout penaos e rajent da goll anezhan.
(15) Mes Jesus, o c’houzont kement-se, a ieaz kuit ac’hane ; ha kalz a dud a ieaz var he lerc’h, hag hen ho iac’heaz holl. (16) Hag e tifennaz stard outhe na zisclerjent ket anezhan ; (17) en hevelep doare ma oe accomplisset ar pez a oa bet lavaret dre ar profet Izaias, en eur lavaret :