Pajenn:Aviel hon Aotrou Jesus-Christ hervez Sant Vaze.djvu/43

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
33
sant vaze, XII.

ec’h euz kuzet an traou-man ouz ar re fûr hag ar re wiziec, ha ma ec’h euz ho discleriet d’ar vugale vihan. (26) Ia, ô Tad, rag evel-se eo bet kavet mâd ganez.

(27) Pep tra a zo bet roet d’in gant va Zad ; ha den na anaô ar Mab nemed an Tad ; ha den na anaô an Tad nemed ar Mab, hag an hini da behini e vezo bet plijet gant ar Mab hen rei da anaoud.

(28) Deûd d’am c’havout, c’houi holl pere a zo skuiz ha bec’hiet, ha me ho soulajo. (29) Kemerit va ieô varnoc’h, ha deskit ganen, rag me a zo dous hag humbl a galon, hag e kevfot ar repos d’hoc’h eneou ; (30) rag va ieô a zo eazet, ha va beac’h a zo skanv.


CHABISTR XII.


[1] En amzer-ze Jesus a dremene adreuz an ed en deiz ar sabbat ; hag he ziskibien, o veza m’ho devoa naoun, en em lekeaz da denna pennou ed ha d’ho dibri. (2) Ar Farizianed, o velet kement-se, a lavaraz dezhan : Setu da ziskibien oc’h ober ar pez n’eo ket permetet da ober da zeiz ar sabbat. (3) Mes hen a lavaraz dezhe: N’hoc’h euz-hu ket lennet ar pez a reaz David, pa hen doe naoun, hen hag ar re a oa assambles ganthan, (4) penaos ec’h antreaz en ti Doue, hag e tebraz ar baraou consacret da Zoue, pere ne oa permetet ho dibri, na dezhan, na d’ar re a oa ganthan, nemed d’ar veleien hepken ? (5) Pe