Mont d’an endalc’had

Pajenn:Aviel hon Aotrou Jesus-Christ hervez Sant Vaze.djvu/52

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
42
sant vaze, XIII.

park. (37) Hen a respontaz hag a lavaraz dezhe : An hini a had an had mad, eo Mab an den ;

(38) Ar park, eo ar bed ; an had mad, eo bugale ar rouantelez ; an ivre, eo bugale an Drouk-Spered ; (39) an enebour hen deuz hadet anezhan, eo an diaoul ; an eôst, eo fin ar bed ; hag ar vederien eo an elez. (40) Evel eta ma tastumer an ivre ha ma tever anezhan en tân, evel-se e c’hoarvezo da fin ar bed. (41) Mab an den a gasso he elez, hag e tennint er meaz euz he rouantelez an holl skoueriou fall hag ar reara fallentez; (42) hag e sklapint anezhe er fournes tân ; eno e vezo gwelvan ha skrign-dent. (43) Neuze an dud just a lugerno evel an heol en rouantelez ho Zad. Ra zelaouo an neb hen deuz diou-skouarn da glevet.

(44) Rouantelez an envou a zo c’hoas henvel ouz eun tenzor kuzet en eur park, pa gav an den anezhan, hen kuz ; ha gant ar joa hen deuz, ez a, hag e verz kement hen deuz, hag e pren ar park-se.

(45) Rouantelez an envou a zo c’hoas henvel ouz eur marc’hadour hag a glask perlez kaer, (46) pe- hini, o veza kavet eur berlezen a briz vraz, a ieaz, a verzaz kement hen doa, hag he frenaz.

(47) Rouantelez an envou a zo c’hoas henvelouz eur roued taolet er môr, hag a zastum a bep seurt traou. (48) Pa vez leûn, ar besketerien a denn anezhan var an aod ; hag o veza azezet, e lekeont ar re vad en besseliou, hag e taolont kuit ar re fall. (49) Evel-se e vezo e fin ar bed ; an elez a zeuio, hag a separo ar re drouk euz a-douez