kaad en dizunvan ar mab gant he dad, hag ar verc’h gant he mam, hag ar verc’h-kaer gant ar vam-gaer. (36) Hag an den hen devezo evit enebourien tud he di he-unan. (37) An neb a gâr tad pe vam en tu-all d’in n’eo ket dign ac’hanoun ; hag an neb a gâr mab pe verc’h en tu-all d’in, n’eo ket dign ac’hanoun ; (38) hag an neb na gemer ket he groaz, ha n’am heûl ket, n’eo ket dign ac’hanoun. (39) An neb hen devezo miret he vuez, he c’hollo ; mes an neb hen devezo kollet he vuez abalamour d’in, a gavo anezhi.
(40) An neb a receô ac’hanoc’h, a receô ac’hanoun ; hag an neb am receô, a receô an hini hen deuz va digasset. (41) An neb a receô eur profet, en hanô a brofet, hen devezo recompans eur profet ; hag an neb a receô eun den just, en hanô a zen just, hen devezo recompans eun den just. (42) Ha piou-benag hen devezo roet da eva eur verennad dour iên hep-ken da unan euz ar re vihan-man, abalamour ma’z eo diskibl d’in, e gwirionez hen lavaran deoc’h, na gollo ket he recompans.
(1) Pa hen doe Jesus echuet da rei ar gourc’hemenou-man d’he zaouzec diskibl, ez eaz ac’hane da gelen ha da brezeg en ho c’heariou.
(2) Hogen, Ian, o veza klevet komz er prizon euz a oberou ar C’hrist, a gassaz daou euz he