ziskibien da lavaret dezhan : (3) Ha te eo an hini a dle dont, pe dleoud a reomp-ni gortoz eun all ? (4) Ha Jesus a respontaz hag a lavaraz dezhe : It, ha livirit da Ian ar pez a glevit hag a velit : (5) Ar re dall a vel, ar re gam a vale, ar re lôr a zo neteet, ar re vouzar a glev, ar re varô a resussit, hag an aviel a zo prezeget d’ar re baour. (6) Eürus eo an hini n’en em scandalizo ket abalamour d’in.
(7) Evel ma’z eant kuit, Jesus a gommansaz lavaret d’ar bobl divarben Ian : Da velet petra oc’h-hu eat en dezert ? Eur gorzen hijet gant an avel ? (8) Mes da velet petra oc’h-hu eat ? Eun den gwisket gant dillad kaer ? Setu, ar re a zoug dillad kaer a choum en tiez rouane. (9) Petra eta oc’h-hu eat da velet ? Eur profet ? Ia, a lavaran deoc’h, ha mui eged eur profet. (10) Rag hennes eo an hini divarben pehini eo scrivet : Setu, e kassan va c’hannad dirag da faç, da brepari an hent en da raog. (11) E gwirionez hen lavaran deoc’h, e-touez ar re a zo ganet divar groagez, n’eo bet savet hini brassoc’h eged Ian ar Badezour ; koulskoude, an hini distera en rouantelez an envou a zo brassoc’h egethan. (12) Mes abaoe amzer Ian ar Badezour bete vreman, rouantelez an envou a vez kemeret dre fors, hag an dud violant eo a gemer anezhi. (13) Rag an holl brofeted hag al lezen ho deuz profetiset beteg Ian. (14) Ha mar fell deoc’h va c’hredi, 14 hen eo an Elias-se a dlie dont. (15) Ra zelaouo an neb hen deuz diou-skouarn da glevet. (16) Mes ouz