Pajenn:Aviel hon Aotrou Jesus-Christ hervez Sant Vaze.djvu/39

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
29
sant vaze, X.

tec’hit da eun all ; rag e gwirionez hen lavaran deoc’h, n’ho pezo ket echuet mond dre holl geariou Israel, na vezo deuet Mab an den.

(24) An diskibl n’eo ket huelloc’h eged he vestr, nag ar mevel huelloc’h eged he aotrou. (25) Awalc’h eo d’an diskibl beza evel he vestr, ha d’ar mevel beza evel he aotrou. Mar ho deuz galvet pen an tiegez Beelzebul, pegement mui ne chalvint-hi ket tud he di ? (26) N’ho pezet ket eta a aoun rag-he ; rag n’euz netra a c’holoet, ha na vezo dizoloet, ha netra a guzet, ha na vezo gouezet. (27) Ar pez a lavaran deoc’h en devalijen livirit-hen er sclerijen ; hag ar pez a lavaran deoc’h en ho skouarn, prezegit-hen var an toennou. (28) Ha n’ho pezet ket a aoun rag ar re a laz ar c’horf ha na hellont ket laza an ene ; mes ho pezet aoun kentoc’h rag an hini a hellkollhag anene hag ar c’horf en ifern. (29) Ha na verzer ket daou golvan evit eul liard ? Koulskoude hini anezhe na gwezo d’an douar hep bolontez ho Tad. (30) Ar bleô memeus euz ho pen a zo countet holl. (31) N’ho pezet ket eta a aoun ; c’houi a dalv muioc’h eged kalz a c’holvaned. (32) Piou-benag eta a anzavo ac’hanoun dirag an dud, me a anzavo anezhan ive dirag va Zad, pehini a zo en envou. (33) Mes piou-benag a nac’ho ac’hanoun dirag an dud, me a nac’ho ive anezhan dirag va Zad, pehini a zo en envou.

(34) Na zonjit ket e ven deuet da zigas ar peoc’h var an douar ; n’oun ket deuet da zigas ar peoc’h, mes ar c’hleze. (35) Rag deuet oun da la-