Mont d’an endalc’had

Pajenn:Aviel hon Aotrou Jesus-Christ hervez Sant Vaze.djvu/38

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
28
sant vaze, X.

(11) Hag e pe kear pe villajen-benag ma’z eot, goulennit piou a zo dign enhi ; ha choumit eno bete m’az eot kuit. (12) Ha pa antreot en eun ti-benag, saludit-hen. (13) Ha mar d’eo dign an ti a gement-se, ra zeui ho peoc’h varnezhan ; mes mar n’ed eo ket dign, ra zistroio ho peoc’h deoc’h. (14) Ha piou-benag ha n’ho recevo ket, ha na zelaouo ket ho komzou, pa’z eot kuit euz an ti-ze, pe euz ar gear-ze, hijit ar boultren euz ho treid. (15) E gwirionez hen lavaran deoc’h, eassoc’h e vezo da zouar Sodom ha Gomor en deiz ar varn eged d’ar gear-ze.

(16) Setu, e kassan ac’hanoc’h evel denved e- kreiz ar bleizi ; bezit eta prudant evel an aered, ha dizroug evel koulmed. (17) Mes diwallit ouz an dud ; rag ho livra a raint d’an tribunaliou, hag 18 e lakint ho skourjeza er sinagogou ; ha kasset e veot dirag ar gouarnerien, ha dirag ar rouane, abalamour d’in, evit beza da desteni dezhe ha d’an nationou. (19) Mes pa livrint ac’hanoc’h, n’en em likit ket en poan, na penaos na petra a leverot ; rag roet e vezo deoc’h var an heur-ze ar pez ho pezo da lavaret. (20) Rag n’eo ket c’houi eo a gomzo, mes Spered ho Tad eo a gomzo enoc’h. (21) Hogen, ar breur a livro he vreur d’ar marô, hag an tad he vugel ; hag ar vugale a zavo a-enep ho zadou hag ho mamou, hag ho lakaint da vervel. (22) Ha c’houi a vezo kaseet gant an holl, abalamour d’am hanô ; mes an hini a gendalc’ho beteg ar fin, hennes a vezo salvet. (23) Hogen, pa bersecutint ac’hanoc’h en eur gear,