neuze e iunint. (16) Den na laka eun tam mezer nevez ouz eur zae goz ; rag dond a rafe an tam nevez da zispen ar zae, hag ar rogaden a vefe gwassoc’h. (17) Na leker ket ken neubeut gwin nevez ebarz barikennou koz ; anez ar barikennou a freuz, ar gwin a red, hag ar barikennou a vez kollet ; mes lakaad a rer ar gwin nevez en barikennou nevez, hag e virer an eil hag egile.
(18) Pa oa o lavaret kement-se dezhe, eur chef a zinagog a dostaaz, hag en em brosternaz dirazhan, en eur lavaret : Va merc’h a zo o paouez mervel ; mes deuz, astenn da zaouarn varnezhi, hag e vevo. (19) Ha Jesus, o veza savet, a ieaz var he lerc’h gant he ziskibien.
(20) Hag eur vreg, hag a oa klanv gant an dioada abaoe daouzec vloaz, a dostaaz outhan a-ziadre, hag a douchaz ouz ar bord euz he zae ; (21) rag lavaret a rea enhi he-unan : Mar touchan hep-ken ouz he zae e vezin iac’heet. (22) Mes Jesus, o veza troet hag o sellet outhi, a lavaraz : Va merc’h, kemer courach, da feiz hen deuz da iac’heet ; hag ar vreg-sa a oe iac’heet adaleg an heur-ze.
(23) Pa oe deuet Jesus en ti ar chef a zinagog, ha pa velaz ar fleüterien hag an dud a rea eun drouz vraz, (24) e lavaraz dezhe : It ac’hann ; rag ar plac’h-iaouank-man n’eo ket marô, mes kousket eo. Hag int a rea goab anezhan. (25) Ha goude ma oa bet kasset an dud-se er meaz, hen a antreaz, hag o veza croget en dorn ar plac’h--