iaouank-se, hi a zavaz. (26) Hag ar vrûd euz a gement-se a ieaz dre an holl vro-ze.
(27) Pa oa Jesus a vond ac’hane, daou zen dall a heuliaz anezhan, en eur grial, hag en eur lavaret : (28) Mab David ! kemer truez ouzomp. Ha pa oe deuet en ti, an dud dall-ze a dostaaz outhan, ha Jesus a lavaraz dezhe : Ha c’houi a gred ec’h hellan-me ober kement-se ? Int a lavaraz dezhan : Ia, Aotrou ! (29) Neuze hen a douchaz ho daou-lagad, en eur lavaret: Ra vezo grêt deoc’h hervez ho feiz. (30) Hag ho daou-lagad a oe digoret ; ha Jesus a zifennaz stard outhe, o lavaret : Diwallit na ouefe den an dra-ze. (31) Mes, o veza eat er meaz, ar re-man a skuliaz ar vrûd anezhan dre an holl vro-ze.
(32) Hag evel ma oant o vond er meaz, e oe digasset dezhan eun den mûd, dalc’het gant eun drouk-spered. (33) Ha pa oe kasset kuit an drouk-spered, an den mûd a gomzaz. Hag ar bobl a oe souezet, hag e lavarent : Biskoas n’eo bet gwelet kemend all en Israel. (34) Mes ar Farizianed a lavare : Dre brins an drouk-sperejou eo e kas kuit an drouk-sperejou.
(35) Ha Jesus az ea tro-var-dro dre an holl geariou hag ar villajennou, o kelen en ho zinagogou, hag o prezeg aviel rouantelez Doue, hag o iac’haad an holl glenvejou hag an holl infirmiteou e-touez ar bobl. (36) Hag o velet an holl bobl-ze, hen doe truez outhe, abalamour ma oant skuiz ha dianket, evel denved hep pastor. (37) Neuze e lavaraz d’he ziskibien : An eôst a zo