evit ma ouezot hen deuz Mab an den ar galloud var an douar da bardoni ar pec’hejou : Sav, emezhan neuze d’ar paralitic, doug da vele, ha kea d’az ti. (7) Hag hen, o veza savet, a ieaz d’he di. (8) Ar bobl, o velet kement-se a oe souezet, hag e veuljont Doue, pehini hen doa roet eun hevelep galloud d’an dud.
(9) Hag evel ma’z ea Jesus ac’hane, e velaz eun den hanvet Maze, azezet en bureô ar c’hargou, hag e lavaraz dezhan : Heûl ac’hanoun. Hag e savaz, hag ec’h heuliaz anezhan. (10) Hag evel ma oa Jesus azezet ouz taol en ti Maze, kalz a bublicaned hag a dud a vuez fall a zeuaz, hag en em lakeaz ouz taol gant Jesus ha gant he ziskibien. (11) Pa velaz ar Farizianed kement-se, e leverjont d’he ziskibien : Perag e tebr ho mestr gant ar bublicaned hag an dud a vuez fall ? (12) Jesus, o veza klevet kement-se, a lavaraz dezhe : N’eo ket ar re iac’h ho deuz ezom a vedeusin, mes ar re glanv. (13) Mes it, ha deskit petra a zinifi ar gomz-man : Mizericord a fell d’in, ha n’eo ket sacrifis ; rag n’oun ket deuet evit gervel ar re just d’ar gonversion, mes ar bec’herien.
(14) Neuze diskibien Ian a zeuaz da gavout Jesus, en eur lavaret : Perag e iunomp alies, ni hag ar Farizianed, ha da ziskibien ne iunont ket ? (15) Ha Jesus a lavaraz dezhe : Ha gallout a ra mignoned ar pried en em glac’hari e-pad ma eman ar pried ganthe ? Mes dond a rai an amzer ma vezo lammet ar pried diganthe, ha