(30) Hogen, beza e oa eur pennad mâd diouthe eur vanden vraz a voc’h o peuri. (31) Hag an drouk- sperejou a bedaz anezhan, en eur lavaret : Mar kassez ac’hanomp kuit, lez ac’hanomp da vond er vanden voc’h-se. (32) Hag hen a lavaraz dezhe : It. Hag o veza sortiet, ez ejont er vanden voc’h ; ha kerkent an holl vanden voc’h a ieaz, var rêd, d’en em deurel d’an traon, er môr, hag e varvjont en doureier. (33) Neuze ar re ho diwalle a dec’haz, hag o veza deuet en kear, e tisclerjont pep-tra, hag ar pez a oa c’hoarvezet gant ar re a oa dalc’het gant an drouk-sperejou. (34) Ar gear holl a zeuaz rag-tal etrezeg Jesus ; ha kerkent ha ma veljont anezhan, her pedjont d’en em denn kuit euz ho bro.
(1) Jesus, o veza eat er vag, a dreuzaz ar môr, hag a zeuaz en he gear he-unan.
(2) Hag e tigassjont dezhan eur paralitic gourvezet var eur gwele ; ha Jesus, o velet feiz an dud-se, a lavaraz d’ar paralitic : Va mab, kemer courach, da bec’hejou a zo pardonet d’id. (3) O klevet kement-man, darn euz ar Scribed a lavare enhe ho-unan : An den-man a vlasphem. (4) Mes Jesus, oc’h anaoud ho zonjezonou, a lavaraz : Perag e sonjit-hu fall en ho calonou ? (5) Rag pehini eo an ezeta, lavaret : Da bec’hejou a zo pardonet d’id ; pe lavaret : Sav, ha bale ? (6) Mes,