Pajenn:Aviel hon Aotrou Jesus-Christ hervez Sant Vaze.djvu/32

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
22
sant vaze, VIII.

ma’z i. (20) Ha Jesus a lavaraz dezhan : Al lern ho deuz toullou, ha lapoused an env neiziou ; mes Mab an den n’hen deuz ket a lec’h evit harpa he ben.

(21) Hag eun all euz he ziskibien a lavaraz dezhan : Aotrou ! lez ac’hanoun da vond da genta da enteri va zad. (22) Mes Jesus a lavaraz dezhan : Heul ac’hanoun, ha lez ar re varô da enteri ho re varô.

(23) Ha goude m’hen doe pignet er vag, he ziskibien a ieaz var he lerc’h. (24) Ha setu e savaz eun tempest braz var ar môr, en hevelep doare ma oa ar vag goloet a darzou-môr ; mes hen a gouske. (25) Hag he ziskibien a zeuaz, hag e tihunjont anezhan, en eur lavaret : Aotrou, savetâ ac’hanomp, e momp o vond da goll. (26) Hag hen a lavaraz dezhe : Perag hoc’h euz-hu aoun, tud a neubeud a feiz ? Neuze e savaz, hag e c’hourc’hemenaz d’an avelou ha d’ar môr, hag e teuaz eur c’halm braz. (27) Hag an dud-se a oe souezet, hag e lavarent : Pe seurt den eo he- man, ma teu an avelou hag ar môr da zenti outhan ?

(28) Pa oe erruet en tu-all, en bro ar Jerjezaned, daou zen dalc’het gant drouk-sperejou a zeuaz d’he zialben ; ar re-man, pere a oa deuet er meaz euz ar beziou, a oa ken furius, ken na grede den tremen dre an hent-se ; (29) en em lakaad a rejont da grial, en eur lavaret : Petra a zo etre ni ha te, Jesus, Mab Doue ? ha deuet oud-de aman d’hon tourmanti araog an amzer ?