Pajenn:Aviel hon Aotrou Jesus-Christ hervez Sant Vaze.djvu/31

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
21
sant vaze, VIII.

(10) Pa glevaz Jesus kement-se, e oe souezet, hag e lavaraz d’ar re a heulie anezhan : E gwirionez hen lavaran deoc’h, n’em euz ket kavet eur feiz ker braz, memeus en Israel. (11) Rag-se e lavaran deoc’h e teuio kalz euz ar Zaô-heol hag euz ar C’hus-heol, hag ec’h azezint ouz taol gant Abraham, Isaac ha Jacob, en rouantelez an envou, (12) mes bugale ar rouantelez a vezo taolet en devalijen a ziaveaz ; eno e vezo gwelvan ha skrign-dent. (13) Neuze Jesus a lavaraz d’ar c’hantener : Kea, ha ra vezo grêt d’id evel ma ec’h euz credet ; hag he vevel a oe rentet pare var an heur-ze.

(14) Ha Jesus, o veza deuet en ti Per, a velaz he vam-gaer var he gwele klanv gant an derzien. (15) Hag hen a douchaz ouz he dorn, hag an derzien a guitaaz anezhi ; hag hi a zavaz, hag a zervichaz anezhe.

(16) Ha pa oe deuet an abardaez, e oe digasset dezhan kalz hag a oa dalc’het gant drouk-sperejou, hag hen a gassaz kuit an drouk-sperejou dre he c’her ; hag a iac’heaz ive ar re holl a oa klanv ; (17) evit ma vije accomplisset ar pez a oa bet lavaret evel-hen dre ar profet Izaias : Kemeret hen deuz he-unan hon infirmiteou, ha douget hen deuz hor c’hlenvejou.

(18) Hogen, Jesus, o velet kalz a bobl en-dro dezhan, a c’hourc’hemenaz tremen en tu-all d’ar môr.

(19) Hag eur Scrib, o tostaad, a lavaraz dezhan : Mestr ! me a heulio ac’hanoud e pe lec’h-benag