Mont d’an endalc’had

Pajenn:Aviel hon Aotrou Jesus-Christ hervez Sant Vaze.djvu/30

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
20
sant vaze, VIII.



CHABISTR VIII.


(1) Pa oe diskennet Jesus divar ar menez, eur foul braz a bobl a heuliaz anezhan.

(2) Ha setu, eun den lôr a zeuaz hag en em brosternaz dirazhan, en eur lavaret : Aotrou, mar fell d’id, ec’h hellez va netaad. (3) Ha Jesus a astennaz he zorn, hag a douchaz anezhan, en eur lavaret : Fellout a ra d’in, bez net. Ha diouc’h-tu e oe neteet euz he lorgnez. (4) Neuze Jesus a lavaraz dezhan : Laka evez na liviri an dra-man da zen ; mes kea, en em ziskouez d’ar beleg, hag offr an donezon gourc’hemenet gant Moises, evit ma vezo kement-se da desteni dezhe.

(5) Ha Jesus o veza antreet en Cafernaüm, eur c’hantener a zeuaz d’he gavout, o pedi anezhan, hag o lavaret: (6) Aotrou ! va mevel a zo gourvezet er gear klanv gant ar paralizi, hag eman en gwall boan. (7) Ha Jesus a lavaraz dezhan : Mond a rin, hag e iac’hain anezhan. (8) Hag ar c’hantener, o respont, a lavaraz : Aotrou ! n’oun ket dign ec’h antrefez dindan va zoen ; mes lavar eur ger hep-ken, ha va mevel a vezo iac’heet. (9) Rag evidoun-me, petra-benag m’az oun dindan otorite tud-all, em euz dindanoun soudarded, hag e lavaran da unan : Kea, hag ez a ; ha da eun all : Deuz, hag e teu ; ha d’am mevel : Gra an dra-man, hag hen her gra.