Pajenn:Aviel hon Aotrou Jesus-Christ hervez Sant Vaze.djvu/27

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
17
sant vaze, VII.

-hu kalz kentoc’h ô tud a neubeud a feiz? (31) Na vezit ket eta en sourci, o lavaret : Petra a zebrimp-ni ? pe, petra a evimp-ni ? pe, gant petra en em wiskimp-ni ? (32) Rag ar baianed eo a glask an holl draou-ze ; hag ho Tad celestiel a oâr hoc’h euz ezom euz an holl draou-ze. (33) Mes klaskit da genta rouantelez Doue hag he justis, hag an holl draou-ze a vezo roet deoc’h ouzpen. (34) Rag-se na vezit ket en sourci gant an deiz varlec’h ; rag an deiz varlerc’h hen devezo soagn euz ar pez a zell outhan. Da bep devez ez eo awalc’h he boan.


CHABISTR VII.


(1) Na varnit ket, evit na veot ket barnet; (2) rag diouz ar varn ma varnit e veot barnet ; ha diouz ar muzur ma vuzurit e vezo muzuret deoc’h. (3) Ha perag e sellez-te ouz ar blouzen en lagad da vreur, ha na velez ket an treust a zo en da lagad da-unan ? (4) Pe c’hoas penaos e leverez-te d’az preur : Lez ac’hanoun da lemmel ar blouzen euz da lagad, ha setu eun treust en da lagad da unan ? (5) Hipocrit ! lam da genta an treust euz da lagad da-unan, ha neuze e veli penaos lemmel ar blouzen euz a lagad da vreur. (6) Na roit ket an traou zantel d’ar chass, ha na daolit ket ho perlez dirag ar moc’h, gant aoun na zeufent d’ho flastra dindan ho zreid, ha na zistrofent evit ho tiframma. (7) Goulennit, hag e vezo