Mont d’an endalc’had

Pajenn:Aviel hon Aotrou Jesus-Christ hervez Sant Vaze.djvu/26

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
16
sant vaze, VI.

ne laeront ket ; (21) rag el lec’h ma eman da denzor, eno e vezo ive da galon.

(22) Sclerijen ar c’horf eo al lagad : rag-se mar d’eo sclêr da lagad, da holl gorf a vezo scleri jennet ; (23) mes mar d’eo fall da lagad, da holl gorf a vezo teval. Mar d’eo eta tevalijen ar sclerijen a zo enoud, peger braz an devalijen-ze !

(24) Den e-bed na hell servicha daou vestr ; rag, kasaad a rai unan, hag e karo egile ; pe en em attacho ouz unan, hag e tisprijo egile. Na hellit ket servicha Doue ha Mammon. (25) Abalamour da ze hen lavaran deoc’h : Na vezit ket en sourci evit ho puez, petra a zebrot, ha petra a evot ; nag evit ho corf, petra a wiskot. Ha n’ed eo ket ar vuez muioc’h eged ar boued, hag ar c’horf muioc’h eged an dillad ? (26) Sellit ouz lapoused an env ; rag ne hadont ket, ne vedont ket, ha ne zastumont ket er c’hreunielou, koulskoude ho Tad celestiel a vâg anezhe. Ha n’och-hu ket kalz talvoudusoc’h egethe ?

(27) Ha piou ac’hanoc’h-hu gant he zourci a helfe creski he vent euz a eun ilinad hep-ken ? (28) Ha perag oc’h-hu en sourci divarben ar wiskamant ? Deskit penaos e cresk lili ar parcou; na labouront ket, na nezont ket. (29) Koulskoude me a lavar deoc’h penaos Salomon he-unan, en he holl c’hloar, n’eo ket bet gwisket evel unan anezhe. (30) Mar gwisk eta Doue er giz-se yeot ar parcou, pehini a zo hirio, hag avezo varc’hoas taolet er forn, ha na wisko-hen ket ac’hanoc’h-