Mont d’an endalc’had

Pajenn:Aviel hon Aotrou Jesus-Christ hervez Sant Vaze.djvu/25

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
15
sant vaze, VI.

a zo en envou, da hanô bezet santifiet ; (10) deuet da rouantelez ; da volontez bezet grêt var an douar evel en env ; (11) ro deomp hirio hor bara pemdeziec ; (12) pardon deomp hon pec’hejou, evel ma pardonomp ive d’ar re ho deuz hon offanset ; (13) ha n’hon lez ket da gweza en dentation; mes delivr ac’hanomp diouz an droug. Rag d’id eo ar rouantelez, ar galloud, hag ar gloar da viken. Amen!

(14) Rag mar pardonit d’an dud ho offansou, ho Tad celestiel a bardono ive deoc’h. (15) Mes mar na bardonit ket d’an dud ho offansou, ho Tad na bardono ket ken neubeut deoc’h hoc’h offansou.

(16) Ha c’hoas pa iunit, na rit ket eur min trist, evel an hipocrited ; rag kemer a reont eur visach strujet fall, evit diskouez d’an dud e iunont. E gwirionez hen lavaran deoc’h, receô a reont ho recompans. (17) Mes te, pa iunez, eôl da ben ha gwalc’h da visach ; (18) evit na vezo ket gwelet gant an dud emoud o iun, mes gant da Dad hep-ken pehini a zo el lec’h secret ; ha da Dad pehini a vel er secret, hen rento d’id dirag an holl.

(19) Na zastumit ket a denzoriou evidoc’h var an douar, e pelec’h e vez kollet pep tra gant ar prenved hag ar merkl, hag e pelec’h e teu al laeron da doulla, hag e laeront ; (20) mes dastumit tenzoriou evidoc’h en env, e pelec’h na vez kollet netra, na gant ar prenved, na gant ar merkl, hag e pelec’h ne doul ket al laeron, ha