Mont d’an endalc’had

Pajenn:Aviel hon Aotrou Jesus-Christ hervez Sant Vaze.djvu/24

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
14
sant vaze, VI.



CHABISTR VI.


(1) Likit evez na rafac’h hoc’h aluzen dirag an dud, evit beza gwelet ganthe ; anez n’ho pezo ket a recompans digant ho Tad pehini a zo en envou. (2) Rag-se pa ri aluzen, na laka ket sôn an drompil en da raog, evel ma ra an hipocrited er sinagogou hag er ruiou, evit beza meulet gant an dud. (3) E gwirionez hen lavaran deoc’h, receô a reont ho recompans. Mes pa rez aluzen, gra ma na ouezo ket da zorn kleiz ar pez a ra da zorn deô ; (4) evit ma vezo da aluzen grêt e-kuz ; ha da Dad pehini a vel an traou kuzet, hen rento d’id dirag an holl.

(5) Ha pa bedi, na ra ket evel an hipocrited; rag int a gâr pedi en ho za er sinagogou hag en corn ar ruiou, evit beza gwelet gant an dud. E gwirionez hen lavaran deoc’h, receô a reont ho recompans. (6) Mes te, pa bedez, antren en da gambr, hag o veza serret an nor, ped da Dad pehini a zo el lec’h secret-se ; ha da Dad pehini a vel er secret, hen rento d’id dirag an holl. (7) Hogen, pa bedit, n’en em zervichit ket a adlavariou didalvez, evel ma ra ar baianed ; rag int a gred eo dre galz a gomzou e vezint selaouet. (8) Na vezit ket eta henvel outhe ; rag ho Tad a oâr petra hoc’h euz ezom, araog ma c’houlennit diganthan.

(9) C’houi eta pedit evel-hen : Hon Tad pehini