Mont d’an endalc’had

Pajenn:Aviel hon Aotrou Jesus-Christ hervez Sant Vaze.djvu/23

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
13
sant vaze, V.

da ben ; rag na hellez ket ober da eur vleven beza gwenn pe zu. (37) Mes ra vezo ho ker: ia, ia, nann, nann ; rag kement a lavarer ouz-pen a zeu euz an drouk-spered.

(38) Klevet hoc’h euz eo bet lavaret : Lagad evit lagad, ha dant evit dant. (29) Mes me a lavar deoc’h : Na stourmit ket ouz an hini drouk ; mes mar sko unan-benag ac’hanoud var da jod deô, tro e-ben ive outhan. (40) Ha mar fell da unan-benag ober proces ouzid ha kemeret da zae, lez c’hoas da vantel ganthan. (41) Ha piou-benag a oblijo ac’hanoud da vond eul leô ganthan, kea diou. (42) Ro d’an neb a c’houlen diganez, ha na dro ket kein d’an hini a fell dezhan empresta diganez.

(43) Klevet hoc’h euz eo bet lavaret : Karoud a ri da nessa, hag e kasai da enebour. (44) Mes me a lavar deoch : Karit hoc’h enebourien, bennigit ar re a daol malloz varnoc’h ; grit vâd d’ar re ho deuz kas ouzoc’h, ha pedit evit ar re a outrach hag a bersecut ac’hanoc’h ; (45) evit ma veot bugale ho Tad pehini a zo en envou ; rag hen a ra d’he heol sevel var ar re fall ha var ar re vâd, hag a ra d’ar glaô kweza var ar re just ha var ar re injust. (46) Rag mar na garit nemed ar re ho kâr, pe seurt recompans ho pezo-hu ? Ar bublicaned ha na reont-hi ket ive kement-se ? (47) Ha mar na zigemerit nemed ho preudeur, petra a rit-hu dreist ar re all ? Ar bublicaned ho-unan ha na reont-hi ket ive kement-se ?

(48) Bezit eta parfet, evel ma’z eo parfet ho Tad pehini a zo en envou.