Mont d’an endalc’had

Pajenn:Aviel hon Aotrou Jesus-Christ hervez Sant Vaze.djvu/22

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
12
sant vaze, V.

oud en hent ganthan, gant aoun na zeufe da livra ac’hanoud d’ar barner, hag he-man da vinistr ar justis, ha na vez taolet er prizon. (26) E gwirionez hen lavaran did, na zeui ket er meaz ac’hane, ken az pezo paeet an diveza liard.

(27) Klevet hoc’h euz eo bet lavaret d’ar re goz : Na ri ket a avoultriach. (28) Mes me a lavar deoc’h penaos kement hini hag a zell ouz eur vaouez gant c’hoantegez anezhi, hen deuz dija grêt avoultriach ganthi en he galon. (29) Mar ra d’id da lagad deô kweza er pec’hed, difram anezhan, hag hen taol kuit pell diouzid ; rag gwell eo d’id koll unan euz da izili, eget na ve taolet da gorf holl en ifern. (30) Mar ra d’id da zorn deô kweza er pec’hed troc’h-hen hag hen taol kuit pell diouzid ; rag gwell eo d’id koll unan euz da izili, eget na ve taolet da gorf holl en ifern.

(31) Lavaret eo bet ive : Piou-benag a gasso kuit he vreg, a ranko rei dezhi eur scrid a zivors. (32) Mes me a lavar deoc’h penaos piou-benag a gasso kuit he vreg, nemed evit avoultriach e ve, a ra dezhi avoultri ; ha piou-benag a zimezo d’ar vreg kasset kuit, a ra avoultriach.

(33) Klevet hoc’h euz c’hoas eo bet lavaret d’ar re goz : Na doui ket en faoz, mes derc’hel a ri e-kenver Doue d’al le az pezo grêt. (34) Mes me a lavar deoc’h : Na douit ket a-grenn, na dre an env, rag trôn Doue eo ; (35) na dre an douar, rag scabel he dreid eo ; na dre Jerusalem, rag kear ar Roue braz eo. (36) Na dou ket ken neubeut dre