Mont d’an endalc’had

Pajenn:Aviel hon Aotrou Jesus-Christ hervez Sant Vaze.djvu/21

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
11
sant vaze, V.

(17) Na sonjit ket e ven deuet evit diskar al lezen pe ar brofeted ; n’oun ket deuet evit diskar, mes evit accomplissa. (18) Rag e gwirionez hen lavaran deoc’h, bete ma vezo tremenet an env hag an douar, na dremeno euz al lezen eur iota hep-ken pe eur poentic euz a eul lizeren, ken na vezo accomplisset holl. (19) Piou-benag eta a doro unan euz ar bihana euz ar gourc’hemenou-man, hag a gelenno evel-se d’an dud, a vezo galvet ar bihana en rouantelez an envou ; mes piou-benag ho grai hag ho desko d’ar re all, hennes a vezo galvet braz en rouantelez an envou. (20) Rag me a lavar deoc’h : Ma n’ez a ket ho chustis dreist hini ar Scribed hag ar Farizianed, na antreot ket en rouantelez an envou.

(21) Klevet hoc’h euz eo bet lavaret d’ar re goz : Na lazi ket; ha piou-benag a lazo a vezopunis- sabl dre ar barnerien. Hogen me a lavardeoc’h 22 penaos piou-benag en em laka en coler ouzhe vreur, hep caoz, a vezo punissabl dre an tribunal ; ha piou-benag a lavaro d’he vreur: Raka (den neant), a vezo punissabl dre ar c’honseil ; hag an hini a lavaro dezhan : Diot, a vezo punissabl dre dân an ifern. (23) Rag-se mar digassez da offrans d’an aoter, ha mar teu sonj d’id eno hen deuz da vreur eun dra-benag en da enep, (24) lez eno da offrans dirag an aoter, ha kea da genta d’en em reconcilia gant da vreur; ha neuze, deuz hag offr da offrans. (25) En em laka a-unvan hep-dale gant da enebour, epad ma’z