dostaaz outhan. (2) Hag o tigeri he c’henou, e kelenne anezhe, en eur lavaret :
(3) Eürus ar re baour er spered ; rag rouantelez an envou a zo dezhe. (4) Eürus ar re a zo er glac’har ; rag consolet e vezint. (5) Eürus ar re dous ; rag int a herito deuz an douar. (6) Eürus ar re ho deuz naoun ha sec’hed euz ar justis ; rag int a vezo rassaziet. (7) Eürus ar re drugarezus ; rag int a gavo trugarez. (8) Eürus ar re bur a galon; rag int a velo Doue. (9) Eürus an dud a beoc’h ; rag int a vezo galvet bugale Doue. (10) Eürus ar re a zo persecutet abalamour d’ar justis ; rag rouantelez an envou a zo dezhe. (11) Eürus e vefet pa zeui an dud da ober rebechou deoc’h, d’ho persecuti, ha da lavaret e-gaou pep seurt droug a-enep deoc’h, abalamour d’in ; (12) en em laouenait ha tridit gant ar joa, rag ho recompans a vezo braz en envou ; rag evel-se eo ho deuz persecutet ar brofeted a zo bet araog deoc’h.
(13) C’houi eo holen an douar ; mes mar koll an holen he vlaz, gant petra e vezo hen sallet ? N’eo mui mâd da netra, nemed da veza taolet er meaz, ha da veza mac’het gant treid an dud. (14) C’houi a zo sclerijen ar bed : eur gear diazezet var eur menez na hell ket beza kuzet ; (15) ha ne alumer ket eur c’houlaouen evit he lakaad dindan eur boezel, mes var eur c’hantoleur, hag e ro sclerijen d’ar re holl a zo en ti. (16) Ra sclerio evel-se ho sclerijen dirag an dud, evit ma velint ho mâd-oberou, ha ma c’hlorifiint ho Tad pehini a zo en envou.