Mont d’an endalc’had

Pajenn:Aviel hon Aotrou Jesus-Christ hervez Sant Vaze.djvu/28

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
18
sant vaze, VII.

roet deoc’h ; klaskit, hag e kefot ; skoit, hag e vezo digoret deoc’h. (8) Rag piou-benag a c’houlen, a receô ; hag an hini a glask, a gav, ha d’an hini a sko, e vez digoret. (9) Ha piou eo an den ac’hanoc’h-hu, mar goulen he vab bara diganthan, a ro dezhan eur mean ? (10) Ha mar goulen eur pesk, a ro dezhan eur serpant ? (11) Mar gouzoc’h eta, evidoc’h da veza fall, rei traou mâd d’ho pugale, pegement mui ho Tad pehini a zo en envou, na roi-hen ket traou mâd d’ar re ho goulen diganthan ! (12) Grit eta d’an dud kement tra a garfac’h e rafent deoc’h ; rag se eo al lezen hag ar brofeted.

(13) Antreit dre an nor striz ; rag ledan eo an nor ha frank an hent a gas d’ar gollidigez, ha kalz a dud a ia dre eno. (14) Rag henk eo an nor ha striz eo an hent a gas d’ar vuez, ha neubeud a dud a gav anezhan. (15) Diwallit ouz ar fals-pro-feted, pere a zeu d’ho kavout en gwiskamant denved, mes pere a zo en diabarz bleizi scrapus. (16) Ho anaoud a reot diouz ho frouez. Daoust ha dastum a rer rezin divar spern, pe fiez divar askol ? (17) Evel-se pep gwezen vâd a zoug frouez mâd ; mes eur wezen fall a zoug frouez fall. (18) Eur wezen vâd na hell ket dougen frouez fall, nag eur wezen fall dougen frouez mâd. (19) Pep gwezen ha na ro ket a frouez mâd a vez troc’het ha taolet en tân. (20) Ho anaoud a reot eta diouz ho frouez.

(21) Kement hini a lavar d’in : Aotrou ! Aotrou ! na antreo ket en rouantelez an envou ; mes an