Mont d’an endalc’had

Pajenn:Aviel hon Aotrou Jesus-Christ hervez Sant Vaze.djvu/13

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
3
sant vaze, II.

ar verc’hez a vezo brazez, hag e c’hano eur mab, hag he hanô a vezo Emmanuel, da lavaret eo : DOUE GANEOMP.

(24) Josef o veza dihunet euz he gousk, a reaz evel m’hen doa gourc’hemenet dezhan êl an Aotrou, hag e tigemeraz he vreg. (25) Mes ne anavezaz ket anezhi bete ma oe gwillioudet euz he mab kenta-ganet, hag hen a roaz dezhan an hanô a Jesus.


CHABISTR II.


(1) Jesus o veza ganet en Bethlehem, kear euz a Juda, en amzer ar roue Herodes, setu e teuaz majed euz ar Zaô-heol da Jerusalem, (2) en eur lavaret : Pe lec’h eman an hini a zo ganet da roue d’ar Judevien ? rag gwelet hon euz he stereden er Zaô-heol, hag ez omp deuet d’hen adori. (3) Ar roue Herodes, o veza klevet kement-se, a oe troublet, ha Jerusalem holl ganthan. (4) Hag o veza assamblet holl brinsed ar veleien, ha Scribed ar bobl, e c’houlennaz diganthe pe lec’h e tlie genel ar Christ. (5) Hag int a lavaraz dezhan : En Bethlehem, euz a Juda ; rag evel-hen eo bet scrivet dre ar profet : (6) Ha te, Bethlehem, douar Juda, n’oud ket an distera e-touez ar cheariou kenta euz a Juda ; rag ac’hanoud eo e teui ar Rener pehini a reno va fobl Israel.

(7) Neuze Herodes, o veza galvet ar majed e-kuz, a c’houlennaz gant preder diganthe e pe amzer