Mont d’an endalc’had

Pajenn:Aviel hon Aotrou Jesus-Christ hervez Sant Vaze.djvu/14

Eus Wikimammenn
Ur gudenn ez eus bet e-ser adlenn ar bajenn-mañ

ho doa gwelet ar stereden ; (8) hag o kass anezhe da Vethlehem, e lavaraz : It, ha goulennit gant preder divarben ar bugel bihan, ha pa ho pezo kavet anezhan, livirit d’in, evit ma’z in-me ive d’hen adori.

(9) Ar re-man eta, goude beza klevet ar roue, a bartiaz ; ha setu, ar stereden ho doa gwelet er Saô-heol az ea en ho raog, bete ma teuaz, ha ma choumaz a-uz al lec’h ma oa ar bugel bihan. (10) Ha pa veljont ar stereden, e oe karget ho c’halon gant eur joa vraz. (11) Hag o veza eat en ti, e kavjont ar bugel gant Mari he vam ; hag oc’h en em brosterni dirazhan, ec’h adorjont anezhan ; ha goude beza digoret ho zenzoriou, e rojont dezhan prezanchou, aour, ezans ha mirrh. (12) Hag o veza bet avertisset gant Doue, dre eun huvre, na zistrojent ket da gavout Herodes, e tistrojont d’ho bro dre eun hent all.

(13) Pa oant eat kuit, eun êl aberz an Aotrou en em ziskouezaz da Josef, dre eun huvre, o lavaret : Sav ; kemer ar bugel bihan hag he vam, ba tec’h en Ejipt, ha choum eno bete ma livirin d’id ; rag Herodes a glasko ar bugel evit hen lakaad d’ar marô. (14) Josef, o veza savet, a gemeraz ar bugel bihan hag he vam, en noz, hag en em dennaz en Ejipt. (15) Hag e choumaz eno bete ma varvaz Herodes. Evel-se e oe accomplisset ar pez hen doa an Aotrou lavaret dre ar profet evelhen : Galvet em euz va mab euz an Ejipt.

(16) Neuze Herodes, pa velaz ho doa ar majed grêt goab anezhan, a oe en coler vraz ; hag e