Mont d’an endalc’had

Pajenn:Aviel hon Aotrou Jesus-Christ hervez Sant Vaze.djvu/12

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
2
sant vaze, I.

thiel a oe tad da Zorobabel. (13) Zorobabel a oe tad da Abiud. Abiud a oe tad da Eliakim. Eliakim a oe tad da Azor. (14) Azor a oe tad da Zadoc. Sadoc a oe tad da Achim. Achim a oe tad da Eliud. (15) Eliud a oe tad da Eleazar. Eleazar a oetad da Vatthan. Matthan a oe tad da Jacob ; (16) ha Jacob a oe tad da Josef, pried Mari, euz a behini eo bet ganet Jesus, a c’halver Christ.

(17) Beza ez euz eta en holl euz a Abraham bete David pevarzec generation ; hag euz a Zavid bete captivite Babilon, pevarzec generation ; hag euz a gaptivite Babilon beteg ar Christ, pevarzec generation.

(18) Hogen, ginivelez Jesus-Christ a c’hoarvezaz evel-hen : Goude ma oe dimezet Mari, he vam, da Josef, araog ma oant eat assambles, hi en em gavaz brazez dre ar Spered-Santel. (19) Mes Josef, he fried, o veza eun den just, pehini na felle ket dezhan he dishenori dirag an holl, a sonjaz he c’has huit e-kuz. (20) Mes pa oa o sonjal kement-se, setu, eun êl a-berz an Aotrou en em brezantaz dirazhan dre eun huvre, hag a lavaraz dezhan : Josef, mab David, n’az pez ket a aoun da gemeret ganez Mari da vreg ; rag ar pez a zo concevet enhi a zo euz ar Spered-Santel ; (21) hag e c’hano eur mab, hag e c’halvi he hanô Jesus (Salver) ; rag hen eo a zaveteo he bobl euz ho fec’hejou.

(22) Hogen, kement-se holl a c’hoarvezaz, evit ma vije accomplisset ar pez a oa bet lavaret evel-hen gant an Aotrou dre ar profet : (23) Setu,