Mont d’an endalc’had

Pajenn:Aviel hon Aotrou Jesus-Christ hervez Sant Vaze.djvu/11

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
AN AVIEL HERVEZ SANT VAZE [1]
————
CHABISTR I.

(1) Levr lignez Jesus-Christ, mab David, mab Abraham.

(2) Abraham a oe tad da Isaac. Isaac a oe tad da Jacob. Jacob a oe tad da Juda ha d’he vreudeur. (3) Juda hen doe euz a Damar Farez ha Zara. Farez a oe tad da Esrom. Esrom a oe tad da Aram. (4) Aram a oe tad Aminadab. Aminadab a oe tad da Naason. Naason a oe tad da Zalmon. (5) Salmon hen doe euz a Rahab Booz. Booz hen doe euz a Ruth Obed. Obed a oe tad da Jesse. Jesse a oe tad d’ar roue David. (6) Ar roue David hen doe Salomon, euz an hini a oa bet greg da Uri.

(7) Salomon a oe tad da Roboam. Roboam a oe tad da Abia. Abia a oe tad da Asa. (8) Asa a oe tad da Josafat. Josafat a oe tad da Joram. Joram a oe tad da Hosias. (9) Hosias a oe tad da Joatham. Joatham a oe tad da Achas. Achas a oe tad da Ezekias. (10) Ezekias a oe tad da Vanasse. Manasse a oe tad da Amon. Amon a oe tadda Josias. (11) Josias a oe tad da Joakim. Joakim a oe tad da Jekonias ha d’he vreudeur, var-dro an amzer ma oent kasset e captivite da Vabilon. (12)

Ha goude ma oent bet kasset euz ho bro da Vabilon, Jekonias a oe tad da Zalathiel. Sala-

  1. Er skrid orin, niverennet eo ar pennadouigoù er marj, ar pezh n’eo ket posubl da zrevezañ amañ.