Mont d’an endalc’had

Pajenn:Aviel hon Aotrou Jesus-Christ hervez Sant Vaze.djvu/109

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
99
sant vaze, XXVIII.

anezhan en eur bez nevez hen doa grêt toulla er roc’h evithan he-unan ; ha goude beza ruliet eur mean braz ouz dor ar bez, ez eaz kuit. (61) Ha Mari Magdalen, hag ar Mari all, a oa azezet eno dirag ar bez.

(62) An deiz varlerc’h, da lavaret eo, an deiz goude preparation ar sabbat, prinsed ar veleien hag ar Farizianed a ieaz assambles da gavout Pilat, (63) hag e leverjont dezhan : Aotrou, deuet eo da vemor deomp penaos an trompler-ze a lavare pa oa beô : A-ben tri devez me a resussito. (64) Gourc’hemen eta ma vezo diwallet mâd ar bez beteg an trede deiz, gant aoun na zeufe he ziskibien en noz da laërez anezhan, ha na lavarfent d’ar bobl : Savet eo a-douez ar re varô. An dromplerez diveza-man a vez gwassoc’h eget ar c’henta. (65) Pilat a lavaraz dezhe : Bez’ hoc’h euz gwarded ; it, ha diwallit anezhan evel ma karfet. (66) Mond a rejont eta kuit, hag e lekejont sûr ar bez, en eur siella ar mean, hag o lakaad gwarded en dro dezhan.


CHABISTR XXVIII.


(1) Pa oe tremenet ar sabbat, da c’houlou deiz an devez kenta euz ar sizun, e teuaz Mari Magdalen hag ar Vari all evit gwelet ar bez. (2) Ha setu eur c’hrennamant douar braz a oa bet, rag eun êl a-berz an Aotrou a oa diskennet euz an env, hag o tostaad, hen doa ruliet kuit ar