Mont d’an endalc’had

Pajenn:Aviel hon Aotrou Jesus-Christ hervez Sant Vaze.djvu/108

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
98
sant vaze, XXVII.

anezhe a redaz, hag a gemeraz eur spoue, hag o veza he leuniet a win-egr, hel lekeaz e pen eur gorzen, hag e roaz dezhan da eva. (49) Mes ar re all a lavare : Lest, gwelomp ha dond a raio Elias d’he zavetei.

(50) Neuze Jesus, o veza criet adare gant eur vouez krenv, a rentaz he spered.

(51) Er memeus amzer ar voal euz an templ en em rogaz en daou hanter, adaleg an neac’h beteg an traoun, an douar a grenaz, hag ar rec’hier a fraillaz, (52) ar beziou a zigoraz, ha kalz a gorfou zent, pere a oa marô, a resussitaz ; hag o veza deuet er meaz euz ho beziou goude he resurrection, ez ejont er gear zantel, hag e oent gwelet gant kalz a dud.

(54) Neuze ar c’hantener hag ar re a oa ganthan o tiwal Jesus, pa veljont an douar o krena ha kement a oa c’hoarvezet, a oe spountet braz, hag a lavaraz : E gwirionez, he-man a oa Mab Doue.

(55) Bez’ e oa eno kalz a c’hroagez pere a zelle a-ziabell, hag ho doa heuliet Jesus adaleg ar C’halile, oc’h he zervicha ; (56) en ho zouez e oa Mari Magdalen, ha Mari, mam Jakes ha Joses, ha mam mibien Zebede.

(57) Ha diouz an abardaez, e teuaz eun den pinvidic euz a Arimathe, hanvet Josef, pehini a oa bet ive diskibl da Jesus ; (58) he-man a ieaz da gavout Pilat hag a c’houlennaz corf Jesus ; ha Pilat a c’hourc’hemenaz hen rei dezhan. Goude m’hen doa Josef kemeret ar c’horf, e lienaz anezhan gant eul linsel wenn, (60) hag e lekeaz