Pajenn:Aviel hon Aotrou Jesus-Christ hervez Sant Vaze.djvu/107

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
97
sant vaze, XXVIII.

ho deuz d’ar sort var va zae. (36) Hag o veza azezet, e tiwallent anezhan eno. (37) Lakaad a rejont ive a-uz d’he ben eur scrid evit rei da anaoud ar sujet euz he gondaonation : He-man eo Jesus Roue ar Judevien.

(38) Crucifiet e oe assambles ganthan daou laër, unan a-zeô, hag egile a-gleiz.

(39) Hag ar re a dremene a zrouk-komze diouthan en eur hija ho fen, hag e lavarent: (40) Te pehini a ziskar an templ, hag a zav anezhan en tri devez, en em zaveta da-unan ; mar d’oud Mab Doue, disken euz ar groaz. (41) Er memeus doare ive prinsed ar veleien, ar Scribed hag ar re Ancien, a rea goab anezhan, en eur lavaret : (42) Ar re all hen deuz saveteet, ha na hell ket en em zavetei he-unan. Mar d’eo roue Israel, ra ziskenno eta breman euz ar groaz, ha ni a gredo enhan. (43) Lakeat hen deuz he fizians en Doue ; mar kâr Doue anezhan, delivro eta anezhan breman, pa’z eo gwir hen deuz lavaret : Me eo Mab Doue. (44) Al laeron pere a oa bet crucifiet assembles ganthan, a rea dezhan an hevelep rebechou.

(45) Hogen, adaleg ar c’houec’hved beteg an naoved heur, e oa goloet an douar holl a devalijen.

(46) Hag e-tro an naoved heur, Jesus a griaz gant eur vouez krenv, en eur lavaret : Eli, Eli, lama sabachthani ? da lavaret eo : Va Doue, va Doue, perag ec’h euz-te va dilezet ? (47) Hag hinienou euz ar re a oa enô, o veza klevet anezhan a lavaraz : He-man a c’halv Elias. Ha rag-tal unan