pontaz : Ra gwezo he voâd varnomp-ni, ha var hor bugale !
(26) Neuze e laoskaz ganthe Barabbas, ha goude m’hen doa lakeat skourjeza Jesus, e livraz anezhan dezhe da veza crucifiet.
(27) Neuze ar zoudarded a gassaz Jesus da balez ar gouarner, hag e tastumjont var he dro an holl vanden soudarded. (28) Ha goude beza diwisket anezhan, e lekejont en-dro dezhan eur vantel bourpr. (29) Hag o veza grêt eur gurunen gant spern, e lekejont anezhi var he ben, gant eur gorzen en he zorn deô, hag o plega ho glin dirazhan, e rent goab anezhan, en eur lavaret : (30) Salud, roue ar Judevien. Hag o cranchat outhan, e kemerent ar gorzen, hag e skoent ganthan var he ben. (31) Goude m’ho doe grêt goab anezhan evel-se, e tennjont ar vantel divarnezhan, hag e wiskjont anezhan gant he zillad he-unan, hag e kasjont anezhan evit hen crucifia.
(32) Pa oent o tond er meaz, e kavjont eun den euz a Ziren, hanvet Simon, hag e rejont dezhan dougen croaz Jesus. (33) Hag o veza erruet en eul lec’h galvet Golgotha, da lavaret eo, lec’h ar pen-marô, (34) e rojont dezhan da eva gwin-egr mesket gant ar vestl ; mes pa hen doe he danveet, na fellaz ket dezhan eva.
(35) Ha goude m’ho doe staget anezhan ouz ar groaz, e rejont partach var he zillad, en eur denna d’ar sort varnezhe ; evit ma vije accomplisset ar pez a zo bet lavaret dre ar profet : Partajet ho deuz va dillad etrezhe, ha tennet