Mont d’an endalc’had

Pajenn:Aviel hon Aotrou Jesus-Christ hervez Sant Vaze.djvu/105

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
95
sant vaze, XXVII.

(15) Hogen, ar gouarner hen doa ar c’hustum, bep gwech ma teue gouel Pask, da leuskel d’ar bobl unan euz ar brizonierien, an hini a c’hoan- taent kaoud. Ha neuze ho doa eur prizonier gwall-vrudet, a c’halvet Barabbas. (17) Evel ma oant assamblet, Pilat a lavaraz dezhe : Pe hini a fell deoc’h a laoskfen ganeoc’h, Barabbas, pe Jesus a c’halver Christ ? (18) Rag gouzoud a rea dre jalouzi e oa ho doa livret anezhan.

(19) Hogen e-pad ma oa azezet var he dribunal, he vreg a gassaz eur re-benag da lavaret dezhan : Diwall da zourcial deuz ar pez a zell ouz an den just-se ; rag eun huvre em euz bet hirio divar he ben hag hen deuz grêt kalz a boan d’in.

(20) Mes prinsed ar veleien hag ar re Ancien a reaz d’ar bobl goulen Barabbas, ha lakaad koll Jesus. (21) Hag ar gouarner, o komz adare, a lavaraz dezhe : Pe hini anezhe ho daou a fell deoc’h a laoskfen deoc’h ? Hag e respontjont : Barabbas. (22) Pilat a lavaraz dezhe : Petra a rin-me eta euz a Jesus a c’halver Christ ? Holl e leverjont dezhan : Ra vezo crucifiet. (23) Hag ar gouarner a lavaraz : Mes pe seurt drouk hen deuz-han grêt ? Neuze e crijont c’hoas krenvoc’h, en eur lavaret : Ra vezo crucifiet. (24) Pa velaz Pilat penaos na c’houneze netra, mes e creske an trubuil, e kemeraz dour, hag e walc’haz he zaouarn dirag ar bobl, en eur lavaret : Me a zo nêt euz a voâd an den just-se ; ouzoc’h-c’houi e sell kement-se. (25) Hag ar bobl holl a res-