Mont d’an endalc’had

Pajenn:Aviel hon Aotrou Jesus-Christ hervez Sant Vaze.djvu/104

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
94
sant vaze, XXVII.

brinsed ar veleien ha d’ar re Ancien, en eur lavaret : (4) Pec’het em euz ; trahisset em euz ar goâd innosant. Mes int a lavaraz : Petra a ra an dra-ze deomp-ni ? Kement-se a zell ouzid-te. (5) Neuze, goude m’hen doe sklapet ar peziou arc’hant en templ, e sortiaz ac’hane, hag o veza eat kuit, en em grougaz.

(6) Prinsed ar veleien, o veza kemeret ar peziou arc’hant, a lavaraz : N’eo ket permetet lakaad anezhe ebarz an tenzor, rag an arc’hant-se eo priz ar goâd. (7) Ha goude m’ho doe en em guzuliet, e prenjont park eur poder, evit interri an estranjourien. (8) Abalamour da ze ar park-se a zo c’hoas kanvet hirio Park ar goâd. (9) Neuze e oe accomplisset ar pez a oa bet lavaret dre Jeremi, ar profet, en eur lavaret : Kemeret ho deuz an tregont pez arc’hant, priz an hini a zo bet lakeat he priz, euz an hini a zo bet lakeat he priz gant bugale Israel, (10) hag ho deuz roet anezhe evit park ar poder, hervez ma oa bet kemennet d’in gant an Aotrou.

(11) Hogen, Jesus a zeuaz dirag ar gouarner, hag ar gouarner a c’houlennaz diganthan, en eur lavaret : Ha te eo roue ar Judevien ? Ha Jesus a lavaraz dezhan : Hen lavaret a rez. (12) Ha pa oe tamallet gant prinsed ar veleien hag ar re Ancien, na respontaz netra. (13) Neuze Pilat a lavaraz dezhan : Ha na glevez-te ket pegement a draou a desteniont a-enep d’id ? (14) Mes Jesus na respontaz ket eur ger dezhan ; en hevelep doare ma oa souezet meurbed ar gouarner.