Mont d’an endalc’had

Pajenn:Aviel hon Aotrou Jesus-Christ hervez Sant Vaze.djvu/103

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
93
sant vaze, XXVII.

porz, hag eur vatez a dostaaz outhan hag a lavaraz dezhan : Te a oa ive gant Jesus a C’halile. (70) Mes hen nac’h a reaz dirag an holl, en eur lavaret : Na ouzon ket petra a leverez. (71) Hag evel ma oa o vond er meaz dre an nor, eur vatez all a velaz anezhan, hag a lavaraz d’ar re a oa eno : He-man a oa ive gant Jesus a Nazaret. (72) Per hen nac’haz adare gant le-douet, en eur lavaret : Ne anavezan ket an den-ze. (73) Eun neubeud amzer goude, ar re a oa eno a dostaaz hag a lavaraz da Ber : A-dra zur te a zo ive euz an dud-se ; rag da anaoud a rer diouz da langach. (74) Neuze e commansaz da zrouk-pedi ha da douat, en eur lavaret : Ne anavezan ket an den-ze ; ha rag-tal ar c’hilloc a ganaz. (75) Hag e teuaz sonj da Ber euz a c’her Jesus, pehini hen doa lavaret dezhan : Araog ma cano ar c’hilloc, ez pezo va nac’het teir gwech. Hag o veza eat er meaz, e welaz c’houero.


CHABISTR XXVII.


(1) Kerkent ha ma oe deiz, holl brinsed ar veleien ha re Ancien ar bobl en em guzuliaz a enep Jesus evit hen lakaad d’ar marô. (2) Ha goude beza ereet anezhan, e kasjont anezhan hag hen livrjont da Bons-Pilat, ar gouarner.

(3) Neuze Judas, pehini hen doa trahisset anezhan, o velet e oa condaonet, a zeuaz keûz dezhan hag a zigassaz an tregont pez arc’hant da