azezaz e-touez ar zervicherien, evit gwelet ar fin.
(59) Hogen, prinsed ar veleien, ar re Ancien, hag an holl Sanhedrin a glaske eun desteni faoz benag a-enep Jesus, evit hen lakaad d’ar marô. (60) Mes na gavent ket ; ha petra-benag ma teuaz kalz a destou faoz ne gavent hini e-bed. Mes er fin e teuaz daou dest faoz, hag a lavaraz : (61) He-man hen deuz lavaret : Me a hell diskar templ Doue, hag hen adsevel en tri deiz.
(62) Neuze ar beleg-braz a zavaz hag a lavaraz dezhan : Ne respontez eta netra ? Petra a lavar ar re-ze a-enep d’id ?
(63) Mes Jesus a davaz. Neuze ar beleg-braz, o komz, a lavaraz dezhan : Me a gonjur ac’hanoud, dre an Doue beô, da lavaret deomp ha te eo ar Christ, Mab Doue ? (64) Jesus a respontaz dezhan : Hen lavaret ec’h euz ; mes c’hoas me a lavar deoc’h, penaos divar-vreman e velot Mab an den azezet a-zeô da c’halloud Doue, hag o tond var goabrennou an env. (65) Neuze ar beleg-braz a rogaz he zillad, en eur lavaret : Gwall-gomzet hen deuz ; daoust hag ezom hon euz-ni c’hoas a destou ? Klevet hoc’h euz breman he wall-gomz. (66) Petra a zeblant deoc’h ? Int a respontaz : Meritout a ra ar marô ! (67) Neuze e cranchjont ouz he vizach, hag e rojont taoliou-dorn dezhan, ha re all a skoe anezhan gant ho bizier, en eur lavaret : (68) Christ, difin gant piou oud bet skoet.
(69) Hogen Per a oa azezet en diaveaz ebarz ar