Mont d’an endalc’had

Pajenn:Aviel hon Aotrou Jesus-Christ hervez Sant Vaze.djvu/110

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
100
sant vaze, XXVIII.

mean a-zirag an nor hag azezet varnezhan. (3) He vizach a oa evel eul luc’heden, hag he zae gwenn evel an erc’h. (4) Ha gant ar spount ar gwarded ho doa krenet hag a oa deuet da veza evel tud varô. (5) Hogen an êl, o komz outhe, a lavaraz d’ar groagez : Evidoc’h-hu, n’ho pezet ket a aoun, rag gouzoud a ran penaos e klaskit Jesus pehini a zo bet crucifiet. (6) N’ema ket aman, rag resussited eo, hervez m’hen doa lavaret. Deuit, ha gwelit al lec’h e pehini e oa gourvezet an Aotrou ; (7) hag it buhan da lavaret d’he ziskibien penaos eo resussitet a-douez ar re varô ; ha setu, ema o vond araog deoc’h en Galile ; eno e velot anezhan, hen lavaret em euz deoc’h.

(8) Neuze ez ejont buhan er meaz euz ar bez, gant spount ha gant eur joa vraz, hag e redjont da ziscleria kement-man d’he ziskibien.

(9) Mes, pa oant o vond da ziscleria kement-man dezhe, setu Jesus a zeuaz d’ho dialben, en eur lavaret : Me ho salud. Hag int a dostaaz, hag a bokaz d’he dreid, hag a adoraz anezhan. (10) Neuze Jesus a lavaraz dezhe : N’ho pezet ket a aoun ; it, ha livirit d’am breudeur mond en Galile, hag eno e velint achanoun.

(11) Pa oent eat kuit, eur re-benag euz ar gwarded a zeuaz en kear, hag a ziscleriaz da brinsed ar veleien kement a oa c’hoarvezet. (12) Ar re-man en em assemblaz kerkent gant ar re Ancien, ha goude beza en em guzuliet, e rojont eur som braz a arc’hant d’ar zoudarded. (13) Hag e le-