Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ar Prat Rimadellou brezonek, 1911.djvu/99

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 89 —


— « Dampred ! eme Jakez, kousk atao, petra ! lez ac’hanon da lavaret eun tamm peden ! » Hage keit ha m’oa daoulinet Jakez e tal ar prenestr o sellet oc’h ar sklerijen a wele a bell hag o sonjal en e vreudeur, ar brinsez en em roas da gousket.

Pa glevas ar wreg yaouank o roc’hellat, Jakez a ziskennas, sioulika ma c’hellas, a gemeras e varc’h hag e gi, hag ac’hano buhan da glaskar sklerijen.

An hini goz a yoa e-tal an nor kouls hag er gwechou all.

— « Deiz mat, gwrac’h goz, eme Jakez, daoust ha n’hellfac’h ket digeri d’in, mar plij ? »

— « Eo, emezi, mar kirit staga ho marc’h hag ko ki. »

— « Ha gant petra e stagin-me va marc’h ha va c’hi, pa n’em beus korden ebet ? »

— « Gant eur vleven eus va fenn !… »

— « O ne rin ket ! ne rin ket !… Hon tri ez aimp aze, pe bremaik va c’hi a ziskolpo tammou diouzoc’h. Va breudeur, gwrac’h ar foueltr, a zo deuet ama em raok. Sentet o deus ouzoc’h, mes me na rin ket, klevit mat ! »

— « O ! eme an hini goz savet c’houenn en he lerou, deuit, deuit tre, den yaouank, gant na reot droug ebet d’in.

Ha Jakez a yeas.

An hini goz a gasas anezan warzu eur puns doun a yoa er penn pella eus ar porz.

— « Deuit, emezi ; sellit ’ta, den yaouank, peger kaer eo an traou er puns-ma ! »

— « Sellit c’houi da genta ! » eme Jakez.

Hag an hini goz, hep difizianz ebet, da blega da zellet er puns. Ar paotr a dapas krog en he zreid hag a reas d’ezi ober eur pez lamm.

« Evel-se, emezan, ez poa great d’am breudeur. Pep hini d’e dro, n’eo ket ta ?

Kerkent ar c’hastell a gouezas en e boull, ha pep tra a dec’has a-zirak daoulagad Jakez. En em gavout a reas war eur blenen vras el leac’h n’ez oa na ti na den, nemet skeudennou daou varc’heg yaouank e mean.

Jakez a anavezas dioc’htu e vreudeur. « Va breudeur ! » emezan. Hag hen ha tostat evit o gwelet gwelloc’h ha stoka outo e zaouarn. Hogen, ar re ma kerkent a deuas adarre e buez hag a frotas o daoulagad, evel pa vichent o tihuna eus eur c’housk hir ha pounner. En em vriata a rejont gant karantez hag e c’houlenjont kelou eus ar gear, eus o zad, eus o mamm, ha Job eus e bried.

Gellout a reas rei d’ezan kelou eus ar brinsez, rak n’oa ket c’hoaz daou zervez edo ganti en he c’hambr.

7.