Pajenn:Ar Prat Rimadellou brezonek, 1911.djvu/100

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 90 —


— « Alo ! eme Job, n’eo ket an dra-ze eo. Red mat eo d’eomp en em glevet brema war ar pez hon deus da ober. Ar plac’h kez-se he deus kemeret ac’hanomp hon tri evit he fried. Mont a rankimp d’he c’haout da welet hag hi a ouezo dishevelebout ac’hanon. Mar gra, ni a jomo hon tri, ha mar na ra ket ez aimp ive hon tri da glask hor chanz. »

— « Mat ! mat ! eme an daou-all, evel-se eo d’eomp ober.

Mont a rejont eta warzu lez ar brinsez. An holl a jomas mantret o welet an tri den yaouank ken henvel an eil diouz egile. Siouaz ! ar brinsez he unan na zeuas ket a-benn da anaout he fried.

Job a gomzas da genta evel-hen :

– « Deiz mat d’eoc’h, prinsez ; na pehini ac’hanomp hon tri eo ho pried ? »

— « O feiz, emezi, ken henvel oc’h, ma n’hellan ket gouzout. »

— « Mat, eme Job, tri dervez a roan d’eoc’h da ober ho sonj. A-benn an termen-ze, ma n’hoc’h eus ket kavet, ez aimp hon tri en hent. »

Hag ar brinsez nec’hetoc’h evit biskoaz.

— « O mat ! emezi, n’em beus ket nemeur a fizianz, ken henvel oc’h an eil ouz egile ! »

Tremenet ez oa daou zervez, edod krog en trede, hag ar brinsez na gave ket.

— « Asa, eme plac’h an itron, daoust ha n’ouzoc’h ket pe hano en deus e gi ? »

— « O eo avat, emezi ; mes ken drouk eo ma sailh warnon pa lavaran e hano. »

— « Livirit d’in e hano, mar plij ! »

— « Dragon ! eme ar brinsez eo a reont anezan. »

— « Mat, me na ran forz, mont a ran da welet. »

Kemeret a ra eun tamm kig, hag hi da lochen ar chas.

— « Sell, Dragon ! emezi ; Dragon, ama ! » Kerkent ar c’hi a zailhas war an tamm kig, hag ar plac’h a grogas en e golier. Kas a reas anezan d’ar brinzez. ( Delit, Itron, emezi, setu ama e gi ! »

Ar brinsez a yeas gantan da gambr ar baotred, a yoa o c’hoari kartou.

— « Delit, Aotrounez, perc’hen ar c’hi-ma eo va fried ! »

— « Gwir eo an dra-ze, eme Job. Evurus oc’h da veza kavet. Brema e chomimp hon tri en ho lez. »

Lavaret o devoa chom o zri er c’hastell ; hogen, pep hini e doull ti eo ar gwella ; ha setu Yann ha Jakez o vont adarre en hent evit distrei da di o zad.

Nag a jenchamanchou c’hoarvezet er gear abaoue ma’z oant