Pajenn:Ar Prat Rimadellou brezonek, 1911.djvu/101

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 91 —

eat da vale bro ! Maudez koz, deuet da veza pinvidik mor, en doa lakeat sevel eur maner nevez eus ar re gaera.

Hag evit kloza, brema, e livirin d’eoc’h e vevas Job pell amzer meurbed eürus gant e bried. Doue a zigasas d’ezo eun niver bras a vugale hag a reas enor o zad hag o mamm. Yann ha Jakez a zimezas ive e Konk-Leon. Bevet o deus er maner warlerc’h o zad, hag eno emaint c’hoaz hizio zoken, mar n’int ket maro abaoue !…



————