Yann na lavaras netra, sonjal a rea: « Va breur a zo du-hont, ha me a yelo ive. »
Ne dalv ket d’in displega en e hed ar pez a zigouezas gantan a-c’heudevez : e blaneden a zo evit doare henvel ouz hini e vreur hena.
An deirvet rozen a voenvas ; ha Jakez a yeas da gaout e dad :
— « Va zad, emezan, setu maro va breudeur, hag eo red mat d’in nuont da zispenn o roudou. »
— « Petra, va mab, petra glevan ?… Tri am eus savet, ha brema, pam eus ar muia ezom da gaout skoazel diganto, em c’hosni, e teuont holl d’am dilezel ! Ma n’eo ket eun druez ! »
— « O mat, va zad ! Red eo d’in koulskoude, p’eo gwir em eus roet va ger ez ajen. »
— « It eta, va mab, ha daoust d’am glac’har, e pedan Doue da rei d’eoc’h e vennoz. »
Ha Jakez d’e dro o vont en hent gant e varc’h hag e gi.
Ober a reas evel e zaou vreur. Goulennet e oe digantan ha n’oa ket an hini a zimezas da verc’h ar roue. Ne gredas ket lavaret nan, rak eun dra bennak a lavare d’ezan e ranke c’hoari evel-se.
Goulen a reas mont betek e c’hoar-gaer. Oc’h e welet houma a lavaras raktal :
— « Da beleac’h ’ta oas eat adarre ? »
— « Da chaseal, va friedig ker ; kollet em boa va hent, hag em beus ranket lakaat digas ac’hanon d’ar gear. »
— « Iskiz eo, lavar ’ta ! »
Deuet oa an noz pell a yoa, poent mont da gousket Savet d’e gambr, Jakez a welas kouls hag e vreudeur an tarsad sklerijen skedus a yoa dirazan en dremwel.
— « Mat, a zonje, me a ranko gouzout petra eo an dra-ze. » Hag hen da c’houlen gant merc’h ar roue perak ez oa ker sklear an dremwel.
— « Te, emezi, a zo eun torr-penn ; n’em boa-me ket lavaret d’it deac’h ? Hag e c’houlennez adarre ? »
— « Mat ! Mat ! eme Jakez ; ankounac’heat em boa ! »
Jakez avat a lavare atao ennan e-unan : « Duhont ema va breudeur, ha me a yelo d’o gwelet ha d’o diboania mar bez red ! »
— « Deus ’ta d’az kwele, eme ar brinsez. Da ober petra e chomez aze ? »
— « Alo ! eme Job, n’eo ket an dra-ze eo. Red mat eo d’eomp en em glevet brema war ar pez hon deus da ober. Ar plac’h kez se