Job a reas an neuz da ziviska e zilhad, mes ne reas ken. Ar brinsez na zellas ket ken tost-se hag a en em roas da gousket ha Job, didrouzik, a ziskennas, a yeas d’ar marchosi, a zibras e varc’h ; distaga a reas ive e gi, hag hen ac’hano war-zu an tan artifis.
Pa zigouezas e kichen oaled ar sklerijen gaer a wele eus ar gear, Job a gavas eur gloued houarn o viret outan da vont larkoc’h. Unan goz a yoa porsierez eno, keit he dent ha dent ar c’hoz kezek, ha sinklennou oc’h ober lasou d’he c’hoef.
— « Deiz mat, mamm goz ! eme Job. Daoust ha n’hallfen ket mont larkoc’h ? »
— « Eo, eme ar wrac’h goz, mar kirit staga ho marc’h hag ho ki.»
— Ha gant petra, mamm goz ? n’em beus korden ebet. »
— « Gant eur vleven eus va fenn. »
Hag an hini goz ha tenna diou vleven eus he fenn, diou jaden houarn kerkent, da ober kerden da staga loened Job. — « Deuit tre brema ! » emezi.
Kerkent hag eat eur gammed pe ziou el leac’h souezus-se Job, e varc’h hag e gi a oe troet e skeudennou mein.
Er gear du-ze, tostik da vor Breiz-Izel, e oe gwelet eur rozen o voenvi e liorz an tad. Yann a welas dioc’htu oa maro e vreur Job. Lavaret a reas kenavo d’e dad evit mont da zispenn roudou e vreur.
Evel dre vurzud e tigouezas gant ti e c’hoar-gaer.
Eur marc’h kaer a yoa dindannan hag eur c’hi eus ar c’henta war e lerc’h. A hend-all, ken henvel oa ouz e vreur, ma lavaras merc’h ar roue hep an disterra difizianz :
— « Petra ! dizro out ’ta ? Hag e peleac’h out-te bet abaoue keit a zo ? Ha lezel ac’hanon ama va-unan ! »
Yann a welas dioc’htu ez oa hi e c’hoar-gaer, hag a lavaras :
— « D’ar gear oan eat da welet va zud, ha da gonta d’ezo va doare. »
— « Chê ! ha perak kuzat ouzin ?… Me vije eat ganez ! »
— « Nan, Itron, eme Yann, rak skouizus eo an hent, ouspenn ma’z eo risklus. Du-ze, en hon aochou, e ranker lammat eus eur garreg war eben, ha te n’out ket kustum eus eur seurt c’hoari. »
— « Rezon eo, » emezi.
An noz a deue. Yann, savet d’e gambr a yoa o vont da zerra ar prenestr pa welas d’e dro ar sklerijen he doa chachet e vreur.
— « Asa gwreg, emezan, daoust ha petra eo ar sklerijen skedus a welan-me du-ze ? »
— « Setu ama eur ravoder ! N’em boa-me ket lavaret d’it en deiz-all d’abardaez ? Dont a ri d’az kwele ?… »