Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ar Prat Rimadellou brezonek, 1911.djvu/91

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 81 —


Hogen, ar baotred a ouie ez oant tud a feson, ha setu ma savas lorc’h enno gand an oad. Job, ar mab hena, eo ar c’henta a lakaas en e benn e feiz e c’helle ober kaeroc’h eget mont da besketa ! Er c’heariou, mechans ! en divije labour easoc’h gant gwelloc’h paeamant !

— « O mat, emezan eun dervez d’e dad, me zo red d’in kuitaat ac’hanoc’h. Ar vicher a rit na blij tamm ebet d’in ; mont a ran da glask va chanz d’al leac’h ma plijo gant Doue ! »

An tad a oe glac’haret meurbed o klevet komzou e vab, hag a lavaras a-dreuz e zaelou :

— « Brema, pa ’z oc’h savet, p’am eus bet kement a boan ganeoc’h, pa edon en ged da gaout va-unan skoazel diganeoc’h em c’hosni, brema eo, va mab e teuit da drei kein d’in ? »

— « Va zad, eme Job sounn e benn gantan, gouzout a rit en deus pep hini e blaneden war an douar-ma ; n’oun ket galvet da jom ganeoc’h ; rak-se ho pedan da rei d’in ho pennoz evit ma’z in e peoc’h eus ho ti. »

— « Mat, mat, eme an tad paour, rannet e galon, va bennoz a vezo ganeoc’h ! A-ze, er marchosi e kavot eur marc’h ; kemerit ive unan eus hon tri gi da vont d’hoc’h heul ! »

— « Ho trugarekaat, va zad ; du-ze, e korn al liorz ez eus ive teir rozen, unan evit pep hini ac’hanomp. *

Pa welet unan anezo o wenvi, an dra-ze a vezo evitoc’h kelou eus maro ho mab ; digasit kerkent unan eus va breudeur da zispenn va roudou… »

— « Evel-se e vezo great, a lavaras an tad. Kenavo, va mab, ha ra vezo Doue ganeoc’h ! »

— « Kenavo ! a lavaras Job d’e dro, savet an daelou d’e zaou lagad. N’eus ket da lavaret, kuitaat ar gear, kuitaat eun tad hag eur vamm garet a zo atao eun dra boanius, ha neuze Job n’oa ket eur paotr digalon.

Ha brema, setu hen en hent, o vont en avantur Doue, eur marc’h kaer dindannan, eur c’hi bras war e lerc’h, ma chome an dud sebezet da zellet outan, ha ma lavarent etrezo :

— « Sellit ! sellit ’ta ! Pebeus paotr yaouank koant ! Daoust ha piou eo an dijentil-ze ? Kaëra loen a zo gantan ! a lavare re-all ! Kaera ki war e lerc’h ! »

Job a zalc’he atao da vont gant e hent, hep ober van ebet nag ouz an dud nag ouz o c’homzou flour.

War bouez bale ha bale pell amzer e tigouezas ar paotr e Pariz. Hag hen ha mont, hep ma ouiche, dre garter ar Vretoned. Eno e kavas lojeiz evitan e-unan, evit e varc’h hag evit e gi « Dragon », en eun hostaleri vihan.