Pajenn:Ar Prat Rimadellou brezonek, 1911.djvu/92

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 82 —


N’oa ket eat mat en ti pa dremenas eur maread tud, prez bras warnezo. Eur safar da vouzara a yoa ganto ; an tabourinou hag ar c’hleroned a zone skiltrus dre an ear. Job a jomas nec’het a-walc’h o klevet kement-all a drouz. Hag hen ha goulen digant an hostizez :

— « Petra eo an dra-ma ? Petra zo a nevez er vro-ma ?

— « Petra ? eme an hostizez. Er c’hoad a zo tost aze ez eus eur pikol den, eur « geant », hag a lavar ema o vont da lakaat an tan e pevar c’horn ar rouantelez mar na ro ket ar roue e verc’h d’ezan. Bet ez oa deac’h o kas anezi d’ezan ; hogen, deac’h ne fellas ket d’ezan he digemeret ; hag ez eer da welet hizio adarre. Setu aze, Aotrou, ar penn-kaoz eus ar safar a glevit. »

— « Pell ema ar c’hoad-se ac’halen ? » a c’houlennas Job.

— « ’Ma ket sur avat ! » eme an hostizez.

— Daoust, eme Job, ha gallout a rafen-me gwelet demezel ar roue ? »

— « O ne reot ket, eme an hostizez, re zivezat emaoc’h brema ; an dud a vezo war an dizro pa vefot oc’h erruout. »

… « N’eus forz, a lavare Job d’ezan e-unan, me garfe he gwelet, plijadur a rafe ze d’in. Dibra a reas e varc’h, hag hen en hent adarre. Evel he de voa lavaret d’ezan an hostizez, an dud a yoa o tizrei, hag e lavarent ouz e welet : « Daoust da beleac’h ez a an den yaouank-ma ?… Na kaera marc’h !… Pebeus ki a zo ouz e heul !… »

Ha Job a jome bepred dizeblant ouz lavarou an dremenidi.

Digouezet e penn ar c’hoad, e kavas eno merc’h ar roue o ouela.

— « Na petra eo, eme Job, a c’hoarvez ganeoc’h ? »

— « Petra ! emezi, me zo digaset ama gant va zad Roue, da eur peulvan, evit na lakao ket an tan e pevar c’horn ar rouantelez, hag ar pikol den bras a nac’h adarre kemeret ac nanon hizio. »

— « O mat ! eme Job, n’eo ket d’eoc’h en em jala gant ken nebeut a dra ; deuit ganen-me da ober eur gwel d’ar peulvan kasaüs-se. »

— « O ne ’z in ket, den yaouank, emezi, ne ’z in ket ganeoc’h, rak ne garfen ket beza kirriek eus ho maro ! »

— « Va maro ! Va maro ! eme Job ; gwasoc’h egetan am eus me gwelet hep ma vefen bet debret ; bezit dienkrez ganen me. »

Hag ez ejont o daou betek ar peulvan. E gaout a rejont en eun toull en douar.

— « Ac’hanta, paotr bras, eme Job, deuet omp da welet ac’hanout. Kemeret a ri ar plac’h-ma diganen pe na ri ket ? »

— « Eo, eo ! eme ar peulvan ; te eo a zo deuet d’he digaz d’in ? »

— « Ya da ! »