adarre ; a-ben eur pennad e vezin kalz brasoc’h, ha neuze c’helli va zapa ha va c’has ganez. »
— « Ne ran ket, tanfoultr ! Unan sur a zo gwelloc’h evit daou da gaout. Ha neuze, te n’ouzout ket pe seurt buez a vez great d’in-me pa n’em eusket a besked. »
— « Mat, eme ar pesk neuze, kas ac’hanon ’ta ganez, ha pa vezi digouezet er gear poaz ac’hanon, ro eun tamm d’az kwreg, eun tamm d’az kazeg hag unan-all d’az kiez ; goude e kuzi va eskern en douar, en eur chorn eus da liorz. »
Heuliet e oe an ali-ze penn-da-benn, daoust d’ar pez a gavas Janned da lavaret.
Hola ! Hola !! Ar peskig a reas burzudou eus ar re gaera hag eus ar souezuza.
Nao miz goude ar wreg a c’hanas d’ezi tri baotr eur ar c’hoanta a ouffed da welet. Kement e fougeet anezo ma tirede an dud a bep tu evit o gwelet, hag holl e lavarent : « Na koanta bugale ! Doue r’ o bennigo ! »
Ar giez ive na zaleas ket da gaout tri gi bihan brao bras ; ar gazeg treut gagn, evel just, e devoe, hi ive tri ebeul doareet mat. Ar pennou-tieien a ziwar-dro na skuizent ket o sellet outo.
Mat, el liorz ive e c’hoarvezas traou souezus.
War eskern ar pesk douaret e korn al liorz e savas teir rozen ar gaera, unan evit pep hini eus ar baotred.
Brema avat e vezo red da Vaudez poania evit gounit bara d’e dud. Noz-deiz e ranko beza war vale pe ne vezo peoc’h ebet. Ya, red e vezo d’ezan kaout peadra da vaga an tri ganfard bihan. Hogen, kaout a reas, gant poan e ziwreac’h ha bennoz an aotrou Doue.
Sevel a ra tamm ha tammig an tri baotr bihan ; erru int da veza krennarded vras mall kas anezo d’ar skol ; koant int evel ealez, ha fur kenan. Ober a reont e gwirionez levenez o zad hag o mamm. O sellet outo, Maudez a ankouuac’hae buhan e holl boaniou.
Echu eo o studi. Ne bad ket pell evit paotred ha merc’hed ar measiou ; abred e rankont lakaat o c’horf da labourat. Ha setu bugale Maudez o vont ive da besketa da heul o zad.
Red mat eo d’in brema rei da anaout hanoiou ar vugale-ze. Job oa hano ar mab hena, Yann hini an eil, ha Jakez hini an trede.
Maudez koz a yoa enn tamm brao a fouge ennan gant e vugale. Brema avat e read marc’hajou, e prened hage werzed marc’hadourez ! Janned a yoa en he bleud ; n’eo ket peadra da veva eo a vanke d’ezi,