Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ar Prat Rimadellou brezonek, 1911.djvu/84

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 74 —

pez a c’hoarvez, siouaz ! gant ar beorien ! An nep a zo paour, re aliez a rank chom paour, ha den n’en deus ezom anezan.

Yannig koulskoude ne zelle ket ouz an dra-ze.

C’hoant en doa d’he c’haout, ha d’ezan e viche, sur a-walc’h. Evit easat e spered, Yannig a roas d’ezi da ober eur bonedig evel a vez lakeat d’ar vugaligou da vont da vadezi. Roi a reas d’ezi unan da skouer, unan brodet ha fichet ken kaer, ma viche touet buhan a-walc’h p’oa ket bet great war an douar.

Ha Yannik ha lavaret d’ar plac’h :

« C’hoant am eus, Jannedig, d’az kaout da bried. Va goulen ne zisplijo ket d’it, fizianz am eus. Hogen, a-raok kemeret ac’hanout ganen, e fell d’in koulskoude e rafez a-benn disadorn kenta eur bonedig henvel ouz hema a roan d’it da skouer. »

An dra ma a yoa da lun.

Jannedig na lavaras gerebet, e spered avat a reas meur a gont. Kregi a eure kerkent gant al labour, hag e reas eur boned. Pell, pell bras edo warlerc’h hini Yannig, daoust m’en doa kalz a henvelidigez gantan. Kaer e devoa broda ha broda, ne deue ket a-benn da ober d’ezan beza ker brao hag ar skouer. Edo o vont d’hen stlepel en eur c’horn tenval eus an ti pa deuas eun aotrou bras dirazi.

— « Noz vat, emezan ; plac’h yaouank, na penaos ez a ar bed ganeoc’h ? Gwall nec’het ho kavan. Na petra ra d’ho penn beza ken tenval ? Livirit d’in ’ta, mar plij, an abeg eus ho klac’har ! »

O welet madelez ha stum vat an diavezour, (an diaoul e unan oa koulskoude !) Jannedig a gontas d’ezan war-eün he foan-spered.

— « Aotrou, emezi, roet em eus va ger da zimezi da Yannig ar c’hemener. Hogen, hema en deus roet d’in da ober eur boned evel hennez a-benn eureuji. Labouret em eus hep ehan epad ar zizun, hag eo erru ar zadorn, dale diveza, hag al labour n’eo ket c’hoaz peur echu ; n’en echuin ket zoken, rak ne labourin mui warnan. »

— « Diskouezit ’ta anezan d’in ! »

Ha Jannedig a ziskouezas ar boned.

— « Hola ! mar n’eo ken ! eme Baol ; me rai unan d’eoc’h, ha ne vezin ket pell zoken… Sellit ouz heman, » emezan.

Hag eus e c’hodel e tennas unan hag a yoa henvel mil ouz ar skouer roet gant ar c’hemener, ken na vije lavaret oant an hevelep hini.

— « Bennoz d’eoc’h, eme Jannedig ; mar kirit roi anezan d’in, e plijin sur mat d’am mignon Yannig ! »