Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ar Prat Rimadellou brezonek, 1911.djvu/85

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 75 —


— « A greiz kalon, va faotrez, eme Baol gornek, gant ma kemeri ac’hanon da bried. »

— « A ! an dra-ze avat na rin ket, p’eo gwir em eus roet va ger da Yannig ; ha neuze, kouls eo d’in lavaret d’eoc’h dioc’htu, ne garin morse nemetan. »

— « Mat, me a roio d’eoc’h ar bonedig evelato, mar kirit roi d’in ho ker e teufet ganen d’am maner a-benn bloaz, deiz evit deiz ; mes n’ho pezo ket da zont mar talc’hit sonjeus va hano. »

— « Pe hano hoc’h eus eta ? »

— « Va hano, emezan, eo Markiz Rokilo. »

Janned a jommas eur pennad da huvreal. Sellet a rea oc’h ar boned… « O mat, emezi, miret a rin hoc’h hano ! »

Hag o veza komzet evel-se Janned a welas ar Markiz o vont er meaz, hep ma vije na prenestr na dor zigor.

Antronoz e oe mall ganti mont da ziskouez he boned koànt. Oc’h e welet, Yannig n’hellas ket miret da lavaret en doa kavet e bar…

— « Brema, emezan, e timesfomp ! »

Hag e oent eureujet er zizun warlerc’h. Aotrou person ar bar rez a fellas d’ezan rei d’ar gouel ar muia sked a c’helled. An holl gleier a oe lakeat bole enno, hag an ograou bihan a grozas. Ar gomerezed savet d’ezo eun tammig gwarizi a chaoke etrezo : « Chê ! ma Doue ! nak a drouz evit daou gemener !… »

An daou bried nevez a vevas eürus an eil gant egile, rak great ez oante gwirionez evit beza unanet. Ha setu mac’h ankounac’haas Janned he divroad madelezus. Ankounac’heat he devoa e hano, ha koulskoude e tostae an deiz ar bloaz Ina tleie mont gantan pe lavaret d’ezan e hano.

Kement a boan spered e kemeras, ar plac’h kez, ma kouezas klanv ha klanv bras zoken.

Yannig a yoa nec’het a-walc’h gant e wreg ; louzou ebet na rea vad d’ezi, hag an deiz kasaüs a dostae bepred.

— « Jannedig kez, emezan d’ezi eun dervez, lavar d’in ta ar pez a zo kirriek d’az klenved. »

— « Ne dalv ket d’in, emezi, p’eo gwir oun kollet da viken. »

— « Kollet da viken ? eme Yann ; penaos an dra-ze ? Lavar d’in, ha mar gellan me da zavetaio. »

Goude beza bet pedet ken aliez ha ker brao, Jannedig a anzavas kement a ouie.

— « Yann, va fried paour, emezi, n’ec’h eus ket ankounac’heat, kredabl, az pevoa roet d’in eur boned da ober er zizun a-raok hon eured. Ac’hanta, n’oan ket evit hen ober, ha ken nec’het oan lakeat gantan ma n’hellen kouskat berad en noz. Edon evel-se eun